Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - Nomenoe oe.djvu/128

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
mestr an ti

Va mab Izidor kabiten ?… Ha me a lavare n’en dije graet netra vat en e vuhez ? Kabiten ?… Ha pegeit amzer e chomo kabiten ?

nomenoe

Keit ha ma karo.

mestr an ti

Emañ savetaet va mab. Kabiten keit ha ma karo !… Eur vicher da zegas avi da veur a julod. Ha gant piou eta bet anvet kabiten ?

nomenoe

Ganin-me.

mestr an ti

Ha piou oc’h neuze ?

nomenoe

Nomenoe e vez graet ac’hanoun.

mestr an ti

Allas ! allas ! ha me a grede d’in e oa anvet Izidor kabiten, ha me a chome amañ da selaou an den-mañ a zo kollet gantañ moarvat ar peurrest eus e skiant vat… Ha me a zo bet diot awalc’h evit kredi eo bet gounezet ar brezel dre berz va anduilhennou… (Da nomenoe) Ha pelec’h eta emañ bremañ Izidor pa n’emañ ket c’hoaz dizro ?

nomenoe

War hent ar gêr emañ, ha, ma n’emañ ket c’hoaz dizro eo abalamour ez eo skuisoc’h eget ar soudarded all.

mestr an ti

War droad pe war varc’h ?

126 —