Pajenn:Riou - Nomenoe oe.djvu/126

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Nomenoe

Mestr an ti, Izidor a zo bet kalonek.

Mestr an ti

Izidor, kalonek ? Eur burzud ! Ha c’houi a anavez anezañ, pa lavarit d’in e ano hag ano ar gazeg c’hell ?

Nomenoe

Dre c’houez saourus an anduilhenn-mañ ec’h anavezan anezañ.

Mestr an ti

Gwir eo, n’eus ket er vro, dek leo tro war dro, eun ti hag eur vaouez par d’am gwreg da c’houzout an tu d’ober anduilhennou ken saourus. Ha c’houi neuze hoc’h eus sikouret Izidor da zibri an anduilhennou all, pa anavezit o blaz ?… Plijadur a ra d’in gouzout n’int ket aet e kof al lankidi.

Nomenoe

Klev, mestr an ti. Kreisteiz e oa pe wardro ; naon am boa kement hag henoz ha gwall domm e oa an abadenn. Gallaoued a gleiz, Gallaoued a zehou, Gallaoued dirazomp… Hini ebet a-dreñv. Izidor a oa em c’hichen. Hor bouc’hili a c’hoarie hag ar C’hallaoued a goueze, faoutet o fenn pe dic’houget ha flastret kerkent gant hern ar c’hezeg…

Mestr an ti

Gant Fanni marteze ?… Eur gazeg ken sioul !

Nomenoe

Eur c’hrogad start, m’hel lavar d’it. Hep tamm e oamp abaoe peder eur war-n ugent, ha nebeut ha nebeut e skoas hor bouc’hili goustadikoc’h. « Lamm d’ezo ! a hopas d’in Izidor. » Rei lamm hep dibri tamm a zo diaes moarvat. « Lamm d’ar c’hagn ! » a hopas adarre Izidor. Hag e tennas eus e roched eun anduilhenn en he fez. « Dal ! emezañ, an anduilhenn-mañ a zegaso nerz d’it. » Hag e gwirionez e teuas d’in nerz nevez. Hor bouc’hili a skoas, a drouc’has, a zic’hougas hag ar viktor, goude an drailh, a chomas a du

124 —