Pajenn:Riou - Nomenoe oe.djvu/125

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Nomenoe

Va c’hleze-me a vez atao digouhin, nemet gouhinet e vefe e kof ar C’hallaoued.

Mestr an ti

Brrr !… O ! divemor ac’hanoun. Dont a ra soñj d’in bremañ ez eus war ar strilh eun anduilhenn boaz.

Nomenoe

Mar deo poazet ez eo arboellet.

Mestr an ti

Arboellet e oa evit va mab Izidor a zo aet da c’hoari brezelekaat gant eun Nomenoe. N’eus forz ; boulc’hit anezi hep damant d’ezi hag hep damant d’ezañ. Izidor en eur vont d’ar brezel, beure mat, ha kousket an holl en ti, a zistribilhas kement anduilhenn a oa ouz ur c’hrog. Sachit warni ’ta ; Izidor en deus bet e lod.

Nomenoe

Gwall geuz en do d’ezi marteze, ma o c’hare kement.

Mestr an ti

M’en do keuz, neuze n’eo ket bet lazet ? Soñjal a raen e vije deut en-dro va mab Izidor da zibri anduilhennou all. Difounn el labour, difounn en emgann, Izidor n’en deus roet lamm da C’hall ebet, ha kredi a rafen kentoc’h ez eo aet da jistra dre ar vro. Ken da se e teuy ar gazeg c’hell diampech en-dro.

Nomenoe

Ha ken da se eo bet lazet ar Vretoned all ? Bez dinec’h avat : Izidor a zo beo pesk, evitañ da veza gloazet. Ar gazeg Fanni an hini a zo marvet.

Mestr an ti

O ! Doue ! Doue !… Lazet va c’hazeg Fanni ! Penaos kasin teilh bremañ d’ar park ?… Pa deuio Izidor en-dro, e vezo lazet ivez… O ! eur c’houezenn a zo war va zal, hag e santan emañ va izili o vervel…

— 123