Pajenn:Riou - Mona.djvu/6

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

mare e toc’helle gant ar paz krign staget outañ.

— Dremm un denjentil, emeve da Alan.

Hag Alan am respontas :

— Gouenn ar menez.

Ar c’hafe a vogede e bolennoù, hag, en o c’hichen, e lugerne gwerennadoùigoù laouen. An torrer-mein a zourenne e zaoulagad.

Alan, gaoliet gantañ ur penn eus ar skabell, a vouskane hag a gemere plijadur o wintañ hag o tiwintañ ar penn all :

— Ba ! Lan, a lavaras ar vestrez, taol dimp ur ganaouenn, ha n’ eo ket mouskanañ an hini eo.

Alan a lezas penn ar skabell da gouezhañ herr war daolennoù mein glas al leur-di.

— N’ eo ket torret, emezañ, en ur sevel. Trala- laderidonra-tralalalalenno.

— Asa ! Lan, te a zo un eostig pe ur goapaer.

— Ma ! setu amañ sonioù all, war donioù anavezet.

Alan a dennas e dog, a droñsas milginoù e chupenn betek an ilinoù. Reutaat a reas e gorf, reutaat a reas e vouezh, hag e tistagas e ganaouennoù farsusañ, annezet en e eñvor abaoe bloavezhioù.

Mamm Mona, kement ha ma c’hoarzhe, a oa bet ret dezhi mont er-maez, el liorzh, e-pad un abadenn, da dennañ war hec’h anal.

An torrer-mein a sune e gafe loaiad ha loaiad. E zaoulagad a oa sklerijennet gant goulaouig al levenez.

— N’eo ket gwir, tad kozh, emeve, ar re yaouank a dle lammat ha kanañ ?

— O oad eo.

— Alo ! yec’hed, neuze !

— Yec’hed !

Pep hini a stokas e werenn. An devezhour kozh a