Pajenn:Riou - Mona.djvu/7

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

grene e vrec’h. Ne dae ket ar mousc’hoarzh — ur paour-kaezh mousc’hoarzh dister — diwar gorn e vuzell. Pelloc’h e vije chomet ouzh taol, nemet mamm Mona a lavaras dezhañ :

— Bremañ, Kaou, ez eo ret dit mont d’ ar gêr, a-raok ma vo kollet ganit nerzh da vanne. Ul lev hanter dre amzer skornet a zo ur pennad mat a hent.

— Ober a rin an hent, a lavaras Kaou, mao an tamm anezhañ.

Hag e savas.

— Bennozh Doue, deoc’h ho-taou, emezañ.

Hag eñ er-maez, daougrommet ha dillo.

Alan, azezet war ar skabell, a skarzhe gant laonenn e goñtell, ar gramenn galetaet e garanoù golo an daol.

Lavarout a reas a-greiz-holl :

— N’eo ket tomm en ho ti, moereb.


Distreiñ a rejomp dre an hevelep hent, goustad. An delioù staget gant ar skorn ouzh al leton, hag ar bodoù sec’h kouezhet e-pad ar goañv, a zraske dindan hon treid. Ar c’hoad a oa difiñv. E tu ar stankenn, dindan ar c’helvez hag ar bezo, ur c’hi a harzhe er ribouloù, e fri ouzh an douar, o redek ar c’had. Labousedigoù a nije diouzh o c’hlud. Ar c’hi a lammas dreist ar c’hleuz, a gammigellas dre ar foenneg, betek ar stêr Arc’hant, a yudas d’al laez div pe deir gwech, hag a redas davet ur paotr saout e gwasked ar c’hleuz.

Treiñ a rejomp er c’hoad, goude treizhañ ar stêrig e Sant-Mikael. An hent a oa goudoret gant bodennoù kelvez ha gwez kelenn. Heoligennoù an diribin a oa gwisket a van ha bleuniet a vrug limestra. Dour sklaer a verade diouzh ar roc’h, penn-da-benn an