Pajenn:Riou - Mona.djvu/5

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
45
MONA

A-boan ma em eus torret, er mintin-mañ, ur banerad vein.

— N’out ket yac’h, neuze ?

— Ha ne vezin ket ken ! Emañ an derzhienn warnon. Ur pistig a vir ouzhin plegañ va c’hein.

— Arabat dit dont d’az labour dre un amzer ken kriz.

— Dre amzer glouar ha dre amzer fall, e renko ar re baour labourat dalc’hmat.

Hag e skopas etre e zivesker. Ober a reas ur sell ouzh ar boutailhoù :

— Kalz arc’hant a vankan deoc’h, pelloc’h, emezañ, lentik.

— Feiz ! Kaou, ne ran ket bemdez ar gont. Bez dichal, avat : ne vez lakaet war ar c’hoch nemet an dud onest. Petra gemeri ?

— …

— O ! moereb, a hopas Alan, emañ an dour o virviñ. Aozit dimp buan bep a vanne rouzig tomm, ha lakait e-barzh ar gwellañ lip-e-bav a gavot war stal ar romoù. Marteze an tad kozh a gemero ivez un dra bennak ?

Kaou ne savas ket e benn.

— Ar baotred yaouank a bae ur banne dit, Kaou, a lavaras dezhañ e pleg e skouarn an ostizez. Petra ’vo lakaet dit ?

— M’ em bo neuze ur banne odivi.

Hag an torrer-mein a stouas e benn gant ar joa.

An torrer-mein a oa bet, hep mar, p’edo en e vrud, ur c’haer a zen. Evit d’e zremm bezañ livet kalet ha roufennet don, en ur labourat en avel hag en heol, e zaoulagad glas, damguzhet gant mourennoù stank, a oa glan ha sioul. E zivesker, evel divesker an dorrerien-mein, a oa gwaskedet, betek an daoulin, en heuzoù plouz stardet gant ul las kanab. Bep ur