Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - Mona.djvu/4

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
44
MONA

— Ya ! Mona ne vourre mui er Gelvezeg Vihan. Alies e komze diwar da benn… Pell ’zo e lavare e vije aet da labourat e kêr. Ur bennhêrez !… Ma n’eo ket un druez !… An tad ez eas droug ennañ. Aner avat, eo bet dezhañ dialiañ Mona. Mont a reas da Vontroulez daoust d’he zad ha d’he mamm. Daou viz goude, e timeze gant ur martolod eus Kameled… An tad n’eo ket bet en eured.

— Na c’hwi ?

— O ! ar mammoù !… Daou zevezh on bet e Montroulez. Hogen, mall a oa ganin dont en-dro. Bremañ emañ an daou gozh o-unan er c’hroaz-hent. Ne zeu den amañ abaoe m’eo aet kuit ar verc’h ; den. Pep hini, avat, a sent ouzh e blanedenn, ha kavout a ra din e vezo eürus.

— Ha gwaz Mona a ya d’ar mor ?…

Alan a glaske glaou bev el ludu, a daole warno tammoùigoù skolp, hag a c’hwezhe.

— Diwall, Alan, ma leugnin ar gastolodenn : an dour a zo war an tan a zo aet da aezenn. Ha tan dindan, ma vezo prest ar rouzig bremaik.

— N’ouzon ket hag amzer hon eus, a lavaras Alan.

— Emichañs n’oc’h ket deut d’ar gêr da labourat ?

Hag an ostizez a lakaas keuneud sec’h dindan an trebez. Mont ha dont a reas dre an ti. Skaotañ ’reas ar skudilli, hag un taol skub a reas d’an daol ha d’al leur-di.

— Ha te, Kaou, emezi, te a zo deut ivez d’ober ur weladenn dimp ?

— Ya, siwazh ! a huanadas an hini kozh. Ne oan ket evit chom ken, skornet e oan, ha va bizied a oa marv ouzhin. War an hent-se e c’hwezh un avel fall.