toc’hellat. Skopañ ’reas etre e zivesker. Ur wech ar mare ec’h anale hir hep krediñ klemm.
Ar yenijenn a c’houneze an oaled.
An horolaj a skoas un taol. Alan a sellas ouzh an eur :
— Ne vo ket pell ken, a lavaras an hini kozh.
Daou vunud goude, e trouzas botoù koad, er porzh.
Mamm Mona a zeuas en ti gant ur vriad vleñchoù.
— A ! salud ! moereb.
— Sell, ’ta ! ha c’hwi a zo aze ?
— Ni eo !
— Ha pe vare oc’h degouezhet er vro ?
— Ar mintin-mañ.
— Hag emaoc’h pell ’zo en ti ?
— Ur pennad ’zo. Edomp o vont skuizh ha warnes riellañ, a lavaras Alan, en ur farsellat.
— Gwir eo, pell on bet gant va zroad. Hag a nevez ’ta, yaouankizoù ?
Mamm Mona a c’houlenne diganimp petra a oa nevez !…
— N’eus e Kêr-Iz nemet traoù kozh…
— An ti amañ, d’an nebeutañ, a zo bet gwisket kaer, emeve ; ’m eus aon eo evit eured ar verc’h ?
— Feiz, va Doue, hag ez eo, ya !
— A !… eme Alan.
— Ya ! nevez dimezet eo Mona. Ne ouiec’h ket ? Feiz ! pemzek deiz dres. Ret e oa ober d’an ti ur c’hempenn en diavaez, hag ur fich en diabarzh. Koulskoude…
— Pemzek devezh ’zo ?…
— O ! ur friko dister, ur friko paour…
— Evelato…