Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - Lizer an hini maro.djvu/58

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


Kompren a ra perak ar medisin a lavaras d’ezan ehana gand an hini krenv da viken — gwad fall !

An takadou ruz n’int ket aet kuit a ziwar e vuzellou nag a ziwar e jodou — gwad fall !

Ar pez ne ouie ket, eo e oa deuet e skevent da veza taget gand ar gwad fall.

Gwad fall !!… gwad fall !!…

Ha skeudenn e dad a lammas dirazan euz dounder an amzer dremenet, e dad tarzet gand eur c’hofad e kraou ar C’hroaz-Hent, an tad a roas d’ezan e wad brein, e wad devet.

Echu e vuhez eürus !…

Betekhen, Mordiern oa bet dispont kaer, e kreiz an tan, dre garantez evit Soazig. Eur brezelour dreist e oa… Meulet oa bet alïes gand ar vistri hag ouspenn ar groaz a vrezel, ar vetalenn oa deuet, d’he zro, da ficha e beultrin.

— « Pegen lorc’hus ne vezo ket Soazig ganin, a zonje ar paour kaez ! Ankounac’haat a raio an devez reuzeudik ma vervas ar gwad em penn ha ma savis va bouc’hal. »

Mordiern en doa keuz, keuz bras, glac’har zoken. Soazig, an emzivadez, he doa ankounac’haet dioustu. Karet a rae Mordiern gand he glana hag he brasa karantez.

Kredi a rae d’ezi edo an eurusted o tont.

An eurusted a belleas a-denn-askell, hag ar Blanedenn griz, en eun taol kounnar, a droas tu d’o buhez, ker buan evel da bajenn eul leor.

Mordiern a lavaras da Zoazig :

« Kerkoulz eo d’in lavaret d’it ar wirionez. Va zad a evas epad e vuhez ; e wad a oa devet. Gwad va zad a zo em gwazied, gwad kontammet. Me da garo da viken, met echu eo etrezomp er vuhez-man. Ne vezimp ket an eil d’egile ; kemer da bried eur gwaz yac’h, eur gwaz krenv.