Mordiern a gomprenas.
D’ar yaou e voe roet e damm paper ruz d’ezan da vont d’ar gear evid eur miz.
Ne oa ket e sonj kaout eur miz ; pemzek devez d’ar muia.
Moarvat e oa klanvoc’h eget na grede. Kemerout a reas hent ar gear, klanvoc’h c’hoaz e spered eged e gorf.
Soazig a oa ouz e c’hortoz.
E sonj dimezi edo d’an taol-ze, hag eureuji m’en dije bet Mordiern pell a-walc’h da jom er gear.
Darbet e voe d’ezi koueza war linenn he c’hein pa lavaras Mordiern d’ezi, e oa abredik awalc’h prezek eus ar seurt traou-se… Dizreï a rae ar gaoz diouz an dimezi, bep taol…
Pa c’houlenne Soazig outan perak e pellae e eurusted d’ezo o daou, hen a glaske c’hoarzin, met c’hoarzin glas a rae.
Eur wech muioc’h e torre e vuhez, hag en taol-man, da viken marteze.
Ne lavare mann da zen evit derc’hel kuzet ar glac’har kriz a grigne d’ezan e galon.
Nag e c’houzanve !… Nag e c’houzanve, ar paour kaez Mordiern !… Abaoe ma oa dizroët d’ar gear, e oa aet da Gemper da gaout eur medisisn brudet da lakat sellet piz ouz e wad. Petra en doa ar medisin lavaret d’ezan ? — O ! eur ger, eur ger hepken a zasone en e benn, evel taoliou morzol.
Petra 'ta ?
— Alcoolique !!…
Breman e wel sklear evel ma parfe eun heol en e ene.
Kompren a ra perak n’eo ket bet kemeret e wad — gwad fall !