Dioustu e oe kaset ar c’helou d’ar medisin :
« Ah ! eme heman, me a ouie e vije bet eun den katolik bennak, eur Breton, evit roi lod eus e wad. Ar re-man eo ar galoneka tud a zo. »
D’an abardaez, dioustu, e voe kemeret eur berad eus e wad.
Al lun a dremenas.
Goulennet e voe adarre eun den evid roi e wad evid ar Breizad toc’hor.
Ar meurz a yeas ebiou…
Ne dremenas ket ar c’hlanvour an noz. Da ziou eur diouz ar mintin, ar paour-kaez Breizad, gand eul leanez en e gichen, a zantas ar maro tost.
— Ped evidoun », emezan d’al leanez.
Eur goulou a oa war elum en e gichen, skoachet outan gand eun tamm paper seiz, liou glas en abeg d’e zaoulagad tener.
E benn a oa taolet adrenv, e c’henou digor. Al leanez a c’hlebe d’ezan a vare da vare e vuzellou sec’h, gand eur bluenn, soubet ebarz eul louzou.
Pa oa diou eur o skoi, e tennas krenv e alan en eur lezel eun huanadenn hir. Maro oa.
D’ar merc’her, d’an dihun, Mordiern a lavaras da hini ar gwele 15 :
« N’ec’h eus ket klevet trouz en diri, er mintin-mañ ? Ne ris nemet moredi.
— Ar glanvdiourien o tiskenn ar Breton. »
Mordiern a reas e galon eul lamm en e greiz.
Maro oa ar Breton.
Bremaïk e vezo devet ar c’horf gant raz kriz.
Morse ne vez nac’het ar gwad kinniget. Mordiern a ginnigas e wad ha difennet e voe outan her roï.
Ma oa bet nac’het e wad, e oa gwad fall hep mar.