Pajenn:Riou - Lizer an hini maro.djvu/55

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

unan anezo, hag aze, evit kaout berroc’h an amzer, en em lakont da gonta doare ar vro. Teod Mordiern ne oa ket ken hir hag hini ar re-all, ha da heul, e vro a chome bepred er-maez eus ar gaoz.

Ma ro e wad e chomo c’hoaz eur pennad mat er c’hlanvdi ; ha goudeze, pa ’z ay d’ar gear, petra a raio, dinerz, e mesk ar gouerien all, yac’h ha krenv ?…

Ar medisin en doa lezet eun tamm paper war e lerc’h, ha sinet gantan. War an tamm paper ’oa skrivet :

« Un volontaire est demandé pour la transfusion du sang, transfusion progressive. Ne sera accepté qu’un soldat complètement guéri, et qui, de plus, n’aura eu qu’une blessure sans gravité pour l’organisme et n’entraînant qu’une infime infusion de sang. — D’ailleurs le volontaire sera examiné préalablement, et son sang analysé. Urgent. »

Mordiern a droe hag a zistroe an tamm paper etre e zaouarn.

Kleved a rae unan o lavaret :

— Ah ! n’eo ket me a rofe va gwad d’eun den dianav. Marteze d’ar c’henta dispac’h e tenno d’in em c’hein ? Marteze e rofen va gwad d’eul lank ? Piou oar ? »

Mordiern a ouie ne grede an den-ze nag e Doue nag e diaoul ; hen avat a grede en eun Doue holl-c’halloudek, Krouer an Nenv hag an douar ha kement tra a zo. Dont a rae ive en e envor e lavaras Jezuz d’an dud :

« Karit hoc’h enebourien zoken. »

Hag an hini a oa o vervel a oa eur mignon, pegwir e oa eur Breizad, ginidik a Lothey, e-kichen Pleyben.

D’ar zul d’abardaez, Mordiern a zavas.

Mont a reas da gaout al leanez :

« Va c’hoar, emezan, da roi va gwad evid ar c’hlanvour oun deuet. »