Ar zul diweza a viz even.
Mare ar foenn !… Met poent eo staga gantan.
Bremaïk, abenn eun nebeut deveziou, e vo er gear ; da falc’hat ez ay da di Soazig. — Oh ! n’eo ket siouaz !… da di he eontr a Gerloagen an hini eo ! — da di Fañch an Diskraper, da di an Even, da di kalz re-all c’hoaz, evit diskouez d’ezo ne oa ket fallaet re en holl er c’hlanvdi.
Da greisteiz, pa oant holl ouz taol, ar medisin a dremenas dre o c’hampr. Al leanez a oa gantan :
« Piou ac’hanoc’h, emezan, a zo gwaz awalc’h evit roï eus e wad evit savetei eur zoudard prest da vervel ? Eur c’har zo troc’het d’ezan ; re a wad en deus kollet evit beva pell amzer ma ne zeu ket eur c’hristen a galon da roi ar vuhez d’ezan gant lod euz e wad. »
Den ne zavas.
Ar zoudarded a zellas an eil ouz egile. Ar medisin a gerzas hag a lezas eun tamm paper war an daol.
Sonjal a raent.
Mordiern a zonje ive da genta er c’hlanvour o vond da vervel ma ne ro den lod eus e wad d’ezan, goudeze e Soazig o c’hortoz e Kerloagen.
Mez a gemeras anezan e-unan.
Penaos ? eur c’hristen ne roio ket lod eus e wad evid savetei e vreur, p’en deus ar C’hrist roet e hini war ar groaz beteg ar berad diweza ?
Dont a rae en e spered an hir-amzer eo bet chomet er c’hlanvdi. Chom aze astennet war eur gwele, den en-dro d’eoc’h, hoc’h-unan epad ma teu kerent ar re-all da weled anezo d’ar zul d’abardaez.
Ar zuliou a oa eun hanter hiroc’h eged an deveziou all. Ar re na zeu den d’o gwelet en em vod en eur c’horn bennak, pe en-dro da wele