Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - Lizer an hini maro.djvu/53

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

glanvourien. Ar re-man a oa sec’h ha disliv hag hen a oa ruz e benn ; met ne oa ket ruz flour e zioujod ; a dakadou e oa : war e vuzellou hag e kreiz e jodou. Maget mat e oant. Kig kriz a veze roet d’ezo, eul loaiad da bep pred.

O ! Mordiern, ker yac’h en eur vont eus ar gear !…

Petra ne baker ket e toullou doun an talbenn ? Anoued war-lerc’h tommder ; awechou an treid riellet er pri, ar roched fank a zalc’her epad sizunveziou, ar c’horfou maro o vreina war an dachenn, ar vosenn adrenv !…

Ar medisin a lavare d’al leanez :

« Ar Breton-se, an droug-hirnez el lazo. »

Eun droug, ya ! n’eo ket an droug-hirnez, avat.

War dro ar bemzek a viz even e voe chenchet kambr d’ezan. Laket e oe gand ar re yac’h, gand ar re a c’hortoze mont d’ar gear. Mordiern en em gave mat ; pare oa e vorzed. Eur pennad e oa bet ar paz gantan. Sonjal a reas e oa taget e skevent. Ne oant ket. Ar paz a oa aet kuit, hag ar pistig a zante azioc’h poull e galon a oa ehanet. Eur pistig paket, emichans, epad an nozveziou goanv : gedour santel, evit diwall buhez e vreudeur ne daole ket evez awalc’h ouz e yec’hed. Ha goudeze, kaset d’ar c’hlanvdi gand eur bolod en e vorzed gleiz ha laket gant klenvejou ar skevent… N’eo ket souezus ! Kement a dud c’hloazet ; ne vez awechou lec’h ebet d’o lakât.

Mordiern a zonje, a zonje…

Brema e oa yac’h.

Eun nebeut deveziou c’hoaz, ha d’ar vro.

Ar vro evitan, a oa Breiz, bihannoc’h c’hoaz : e barrez, ar gear, e di.