Hag ar gouli ne baree ket.
Kaer oa gwalc’hi ha lakât lïen warni, ar gorven a vere diouti bepred.
An n° 14 a lammas warnan an droug-hirnez.
Eun abardaevez, al leanez a zelle outan, gourvezet war e wele, e ilin war ar penn wele, hag e benn war e zourn digor.
Sellet a rae Mordiern dre ar prenestr.
War dro c’houec’h eur e oa eus an abardaez.
Gofellou bras Paris a vogede o ziminalou, uhel : us da doennou an tiez, dre greiz d’ar ziminalou, Mordiern, marteze, a glaske gwelet eun tour dantelezet o pignat sounn d’an nenv. Tour ebet ne baras dirag e zaoulagad ; kloc’h ebet ne zonas an Anjelus evel en e barrez. Mont-ha-dont ar gweturiou-dre-dan a groze er baliou. An douar a grene. Pelec’h edo e Vreiz, sioul d’ar zerr-noz ? ar parkeier, na glever enno nemed eur c’hi o harzal war-lerc’h eur penn-chatal, pe safron skiltr eur c’houil o vont e-biou d’an diskouarn ?… Ne gleve netra eus ar pez a gleve e Breiz, ha trouz ar gear vras a vire outan da bedi. Epad m’edo ar re-all o c’hoari c’hartou e kreiz ar gambr, hen a zonje, a zonje…
Eur c’hlanvour en e gichen a oa krignet gand ar paz. Roc’hal a rae evit tenna e alan.
Mordiern a zellas outan. Ar c’hlanvour, treut evel eun tamm koad, ha liou ar c’hoar warnan, a zellas ouz Mordiern :
« N’em eus ket mui pell da vont », emezan.
Bannou melen heol an abardaez a baras dre ar prenestr warnan hag a lakas e zremm da veza euzuz ker melen ma oa.
Da unnek eur diouz an noz e varvas.
Ha Mordiern a zonje :
« Penaos emaoun-me aman, etouez klenvejou skevent ? »
Evel an noz hag an deiz e oa Mordiern hag ar