— Biken ! Mordiern, unan a garan, ne garin ket daou ; ma ne vezan ket dit, ne vezin da zen. Met ar c’hlenvejou a bare d’an amzer vreman.
— An dra-mañ n’eo ket eur c’hlenved, pegwir ar gwad eo a zo fall. »
Soazig a zirollas da ouela.
Mordiern en doa gouzanvet re, gouelet re ; e zaoulagad a chomas sec’h, met e galon e oa prest da faouta.
Hervez eur medisin, gellet en dije Mordiern chom er gear. E glenved a oa awalc’h evit mirout outan da veza dalc’het da zoudard. — Neuze e veze kemeret an h oll dud hep sellet outo. — Ne fellas ket d’ezan chom. Petra e vije chomet d’ober er gear ?… Labourat evit piou ?… labourad evit petra ?… Kerzet d’an tan, ar c’henta ’r gwella, ha mervel eno gand eun tenn en e benn a oa ar maro a hete abaoe eun nebeut deveziou.
O ! mervel krenn en eur vont d’an arsailh !… Mervel ha beza ankounac’haet gand an holl !… Sonjal er maro a oa e vrasa plijadur. An dra-ze a zigouez gand pep hini, taget gand ar blanedenn griz, ha re wak e ziouskoaz evid herzel.
Pa ’z eo torret ar wern, ha dallet ar stur, an den-a-vor a lak e ziouvrec’h e kroaz war e vruched, hag a zell ouz ar mor.
Ar roenvou a zo aze e-harz e dreid.
Ne grog ket enno ; ne zell ket outo. Petra dalv ?
Sellet a ra ouz ar mor.
An avel a c’houez eus ar reter ?
Mat eo.
Eus ar c’hornog ?
Mat ive.
Eus an hanternoz ?