A-ziwar an treuzou, Soazig a ziredas d’e gaout :
« Klanv out, Mordiern ? Pegen dislivet out ! Petra ’zo ?
— N’on ket klanv, a lavaras Mordiern.
— Deus tre d’an ti eta. »
An hini koz a c’hortoze anezan. War an treuzou edo, eur mell baz dotu gantan etre e zaouarn.
Frañseza ha Soazig ne gomprenent netra :
« Ezomm am eus da goms ouz Saozig, a lavaras Mordiern. En e bart-e-unan : « Deom diwar wel ebarz al liorz, rak n’ez in ket d’an ti. Diwallet mat eo. »
Ne glevas den ar pez a lavaras Mordiern da Zoazig. Koulskoude, an tad koz, evel an dud all, ranell dre ma ’z eont war an oad, a oa e skouarn gleiz enep prenestr koad al liorz. Selaou a rae. Ne gleve mann pe kouls lavaret. Mordiern a gomze goustadik, mouget e vouez gand ar glac’har — ha gand ar c’heuz.
D’eur mare e savas uhel ton ar gaoz.
Soazig a lavare en eur grena, en eur ouela :
« O ! savet ec’h eus da vouc’hal ?…
— Evit hel laza, a yudas Mordiern.
— O ! n’ez pije ket graet.
— Eo ! ker gwir ha ma par an heol. »
Paour kaez Soazig !…
Mordiern a gomze rok outi. Troët oa e benn ; e nerz-kalon oa aet kuit. Heugi a rae ouz ar bed. Beza miret outan da bokat d’e dad ! Na pegen spontus !…
« Lavaret a ran kenavo d’it, Soazig. Santout a ran va spered o vont kuit ».
Soazig ne ouie ket perak e savas Mordiern e vouc’hal evit laza. Lavaret a reas d’ezi en eur astenn e zorn :
« Abarz an noz e ouezi perak, ha neuze e pardoni d’in. Gwalleurus oun a-vreman da viken. N’am gweli mui el liorz-man, adrenv da di ; kenavo !