daouarn an archerien, chadennou evid an den kondaonet.
Ma vije bet kaset Mordiern dirag ar barner, ha ma vije aet ar merc’hed war e lerc’h en eur yudal : crucifige ! crucifige !… ne vefe bet kavet gwaz ebet evit roi testeni a-enep d’ezan.
Met Mordiern en dije lavaret d’ar barner :
« Savet em eus va bouc’hal. Keuz am eus… keuz da lezel anezan beo. Barnit ac’hanoun breman, m’hoc’h eus c’hoant. »
Franseza ha Soazig n’oa deuet kelou ebet beteg o diouskouarn ; abred oa c’hoaz, ha deveziou, ne vez den war an henchou. Souezet e chomjont gand aër skoelfet an tad koz.
D'ar zerr-noz hepken, e oa deuet d’ar gear daoust d’ezan beza dilezet e labour d’ar beure. Da chistra ez eas hag eur c’hofad a gargas.
— Ken abred-man o tont d’ar gear ! Buan e serr an noz e Kerloagen.
An tad koz a respontas :
— Ya !
— Predet mat hoc’h eus evelato. ’M eus aon e oa da eva evel ma kared.
Soazig a c’hoapae :
— N’ouzon ket, eme Gaou. N’oun ket bet staget gant va labour hed an deiz ».
Ha krenn, e prennas e c’henou.
D’e wele ez eas, hep tamm, en eur c’hrosmolat etre e zent komzou diboell.
Antronoz, ar c’henta den a zeuas gand an hent a voe Mordiern.
Kaou, pa welas anezan, a yudas evel eur c’hi klanv.
Mordiern a oa livet evel eun den maro. Kinnig a rae plega war e zivesker.