Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - Lizer an hini maro.djvu/39

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


Ha den ne gomprenas.

Kaou a ziredas d’ar gear.

Mordiern a echuas e zevez gand ar re all, tavedek, an derzienn warnan. Den ne eilgerie anezan.

Eur c’heuz a grigne e spered, dre ma n’en doa ket graet gand empenn egile, eur bern sklipou e kreiz ar c’hoad.

Brud an taol bouc’hal a yeas dre ar barrez ker buan hag eun tenn.

Eur plac’h a zo ker koant, eur vaouez, mamm d’eur rummad bugale, a zo evidomp eur skouer ken uhel !… met teod ar wrac’h a zo milliget gant Doue. Gwir eo, an teodou fall a vez kavet e genou ar re n’o deus netra da ober. Pa ne vez netra da ober, e vez dibunet marvailhou war gont ar re-all. Eun taol teod a zo gwasoc’h eged eun taol dant, ha gwasoc’h eged eun taol kontell. N’eo ket korf an nesa eo a vez drailhet ; ne vefe ket kalz a dra. Ar pez a zo gwasoc’h, an enor eo a vez laket e tammou. An teod fall, n’eo ket e genou ar plac’h fur ha santel eo a vezo kavet ; n’eo ket kennebeut e genou ar vamm a boan, eur vandennad bugale en-dro d’ezi. An hini a zo karvet he divougen gant nec’h sevel bugale, ne goll ket he amzer o lavaret droug euz an nesa.

En taol-man, an teodou fall, mar ne oant ket bet ar c’henta o kas ar c’helou dre ar vro, e oa dre n’o doa ket gellet. An tregont micherour a gasas ar c’helou da bevar c’horn ar barrez, hag antronoz vintin ne gomze ar merc’hed nemed euz an taol bouc’hal.

A du gand an hini koz ez aent.

War o meno, Mordiern a oa eur muntrer, eun oan aet da vleiz. — Paour kaez Kaou, koz, hep difenn ; diwar evez, eun tammig muioc’h e oa lazet ! Emichans e vezo kaset Mordiern dirag ar barner, hag eus toull ar prizon, d’ar galeou.

Kredi a rae d’ar merc’hed klevet o stirlinkat, etre