Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - Lizer an hini maro.djvu/38

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


Daou zinatur a oa laket war-lerc’h, sinatur ar beleg, anvet Rouzig, ha ginidik eus Berrien, e kichen Skrignag, ha sinatur Youenn Mordiern. Sinatur ar beleg a oa skrivet freaz, hag hini Mordiern kamm-digamm. — Henvel e oa sinatur al lizer, ouz sinatur ar paperou a chome eus Mordiern koz, er gear.

Mordiern a zellas ouz Kaou e gwenn e zaoulagad :

« Ne gredez ket ? eme Gaou. Sell ! hag e stlapas d’ezan eul leorig :

Livret militaire
Yves Mordiern, N° matricule 3736
Quimper.

« Pelec’h ec’h eus laëret an traou-ze ?

– Ah ? Ah ? Kredi a rez ?…

Kavet int bet war ar paour a zo marvet e kraou ar C’hroaz-Hent, war da dad.

Sell ouz ar bajenn genta : Fri treuz, eur gouli er jod kleiz. »

Dremm ar paour !… Ha Kaou, e vuntrer marteze, a c’hoarze dirazan !… gwad Mordiern a reas eul lamm en e benn.

Ha ! Kompren a rae breman !… Kaou, gant kas ouz e dad, abaoe an devez emgann, a viras ouz ar mab da bokat d’ezan war ar varskanv !…

Mordiern a wel sklear.

Troi a ra an traou dirazan.

Kemer a reas e vouc’hal ; nijal a reas us d’e benn ; aet e vije an direnn lemm e kreiz empenn Kaou, ma n’en dije ket troet buan a-gleiz, ha ma n’en dije ket krenet diouvrec’h Mordiern gand ar strafuilh hag ar spont.

An devezourien a heulie gand evez ar reuz savet etre an daou zen. Gwelet a rejont ar vouc’hal o lugerni en aer hag o vont da skoi war eun targoz buan evel eun tenn.