Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - Lizer an hini maro.djvu/37

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

ne vijes ket deuet, e vijen aet da glask ac’hanout.

– Mall bras ervat !

– Peoc’h gant komzou goullo ! Abaoe dec’h d’an noz n’em eus ket gallet serri eul lagad…

– Ah ! Ah ! Ah !…

– Ehan da c’hoarzin.

– Prim out er mintin-man, Mordiern ; nerz kalon zo ennout. Ma karje gant da spered chom dalc’hmat ker birvidik !… Mall eo ganit gouzout, gwelet a ran.

– Ar wirionez, penn da benn.

– Penn-da-benn a vezo displeget d’it », eme Gaou.

Kaou a dapas eun tamm paper euz e c’hodel a-zindan. Eun tamm paper tortuilhet. Displega a reas anezan.

– Del, Mordiern !

Mordiern a gemeras an tamm paper. Eul lizer e oa, ha skrivet warnan :

An Naoned, 12 a viz genver 1913.

Va mab Youenn Mordiern,

Pedi a ran ac’hanout da bardoni d’in, ha da ankounac’haat. Da zilezet em eus pa oas yaouankik-tre. Saotret em eus an ano a Vordiern. Gant na viro ket ouzit da ober da hent er bed man… Ar vezventi eo a lakeas ar reuz-se.

Redek bro am eus graet ; reuzeudik e pep lec’h. Breman emaoun war hent ar gear. Heti a ran e vezo an traou eus ar gwella du-hont. Met santout a ran n’hellin ket mont betek va farrez ; va nerz a ya kuit buan, ha n’emaoun ket mui pell diouz ar bez. Mervel a rin abarz digouezout. Brevet eo va izili, ha poazet va gwad. Va mab, te a lako pedi Doue evit va ene. Karet em bije pokat d’it araok mont d’ar bed-all.

Me c’houlenn digand an hini a gavo al lizer-man warnoun, goude va maro, kas anezan d’am mab, Youenn Mordiern, Coadmokun, en Huelgoat. Krena ra va holl izili ; eur beleg eus an Naoned en deus'skrivet al lizer-man.

Ken-a-vezo er bed all !…