Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - Lizer an hini maro.djvu/36

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

eus o gwele an hini koz o c’hrozmolat hag o pec’hi :

« Daonet ! daonet, emezan, brevet e vo, brevet e vo, brevet e vo !

– Eur c’hofad brasoc’h eget kustum a zo gantan, a zonje int, ha Soazig a droas he fenn war an tu all evid ober eur c’housk all, e peoc’h.

Piou bennak zo bet souezet bras en e vuhez n’hell kompren nemed an hanter euz souez Gaïd a Gerloagen pa welas, antronoz vintin, o tont adarre an hevelep tud d’ar difontadeg ! A-walc’h e oa gand eun devez !… Pardonet he doa eun devez d’he fried, dre ma c’hellas-hi diskouez d’an holl e oa eur geginourez zispar. Hirio n’eus mui netra da ziskouez, ha Gaïd oa droug bras enni. An den a vije aet d’he goapat re a vefe bet graet d’ezan digemer fall. Arabad oa c’houeza re verr warni gand aon da veza dallet gant eun tamm kestenn pennglaouet. Beteg an diweza hini e oant deuet da labourat adarre. Sonj oc’h eus : ouspenn tregont e oant.

Mordiern n’ez eas ket d’an ti da eva e vanne.

« Ne ra ket e giz e dad » a lavaras Kaou. Deuet e oa e venviou gantan evel gand ar re-all, met ne oa ket en e zonj peurechui e zevez. Drougliv e oa e zremm, digor e fronellou, stardet e javedou, tronket e zaoulagad gand ar c’housked. Skuiz-maro e oa, met ne vije ket chomet hep dont evid eun tenn.

Selled a reas ouz Kaou hep souez. Evel an devez araok en em lakjont er c’hoad. Kaou gant Mordiern. A vare da vare, heman a zonje :

« Koulskoude, tad koz Soazig eo ; tad koz Soazig !?… Med red d’in gouzout, ha pa… »

Lavaret a reas :

– Ma ! Kaou, mall oa ganin da welet, ha ma