Mordiern a zelle ouz ar brabanser, kammet e vuzellou, faë gantan teurel kont e komzou diboell eun den mezo :
« Peoc’h em zi, Kaou, a lavaras Job. Lez ar re yaouank da heulia o flanedenn.
— Touet em eus, a lavaras Kaou, touet em eus, breman ez eus tost da ugent vloaz, ne zimezo den euz va zi gant… »
Eur ger hanter lavaret, awechou a zo lavaret mat.
Kenderc’hel a reas :
– Sellit ouz an troc’h a zo aze em jod. Eun troc’h koz, med eun troc’h doun. »
An holl a gomprenas.
Tad Mordiern a lakas an troc’h-ze e jod kleiz ar paour kaez Kaou, eun devez emgann, pa oa eur c’hofad gant pep hini anezo. Met keit all a zo abaoe ! ha n’eo ket d’ezan da ober pinijenn evit torfejou eun tad kollet.
« Nann ! nann ! ne zimezo ket Soazig gant Mordiern. An dra-ze ne vo ket !
– N’eo ket eur vez ar pez emaout o lavaret ? a lavaras Gaïd, en eur vont a-du gant Mordiern.
Job a lavaras d’e wreg :
– Lez anezo, Gaïd. N’eo ket Kaou evit Mordiern. Kaër en devo stourm, koll a ray e boan hag e amzer. N’eo ket torfed e dad eo a viro ouz Mordiern da vont gant Soazig. Ne vezo na torret, na dizroet o c’harantez, buanoc’h eget na vezo miret ouz dour ar ster vras da gerzet warzu ar mor.
– M’hen tou ruz ! a yudas Kaou, torret krenn e vezo, ha warc’hoaz vintin d’an diweza. »
Kaou oa droug ennan o tigouezout er C’hroaz-Hent. An dud a oa aet da gousket. Kleved a rejont