« Hor gwella gourc’hemennou d’ar geginerez, a lavaras an Even, abarz tanva tamm, netra nemet gant c’houez ar c’hig.
— O ! Gaïd a zo bet e kear, a lavaras Job. Eno he-deus desket ober eur gegin dispar ; met alies e tigouez e vez treutik an traou dre ma’z int re vat. Ha me oar e vije maro hi, mar ne vijen ket aet da gerc’het anezi. Morlivet e oa. Ober a ris d’an ankou diskregi diouz va Gaïd koant. »
Gaïd, sonn he fri en nec’h, he feultrin c’houezet gand al lorc’h hag an eurusted, he diouvrec’h kaset adrenv, a yae hag a zeue ebarz an ti evit gwelet ha ne vanke netra.
Karet a rae beza fougeet, ha pep hini a veule anezi.
Roet he doa an absolven d’he fried.
Eun den koulskoude ne zebre na ne eve. Epad ma lonke Kaou ar pez a c’helle, Mordiern, tavedek en e gorn, a zelle, a zelaoue, a zonje.
Sonjal a rae e kement tra a lavaras Kaou d’ezan :
« Gouzout a ri ».
Ya ! emezan, gouzout a rin !
— Ha te, Mordiern, perak out digomz ? a lavaras ar wreg d’ezan. Da naon a zo aet kuit ? E petra emaout o sonjal ? Me bari eman da spered e kichen da hini yaouank Soazig koant, ar bennherez. »
Kaou a zirollas da c’hoarzin.
Mordiern a baras e zaoulagad warnan. Kaou a oa aet nerz ar banne en e benn. Ruz e oa evel kribenn eur c’hilhlok, ha briz e zaoulagad.
« Ah ! Ah ! Ah ! eme Gaou, mar eman e sonj e Soazig, e koll an amzer gaëra euz e vuhez. Biken ne zigouezo kement-se, keid ma vo eur berad gwad em gwazied, pe n’oun ket eun den. Nann ! nann ! kement-se ne vo ket, ha me hepken her miro da veza. »