Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - Lizer an hini maro.djvu/33

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

brud evid aour. Ar re-ze, an droug a zigouez gand ar re all a zo o brasa plijadur… »

An heol, daoust ma ne oa ket tomm ruz, oa gwrez gantan.

— Eh ! Kaou, n’ec’h eus ket a zec’hed ? a hopas d’ezan Laou an Torc’h, en eur heja e veltad chistr azioc’h e benn.

— Eo ! emaoun ganeoc’h.

— Ha te, Mordiern ?

Mordiern a blantas e vouc’hal en eur wrizienn hag a stouas e gein, heb eilgeria anezan.

Nec’het, ankeniet, sonjal a rae er pez a lavare Kaou d’ezan. Met breman e ouezo, kousto pe gousto.

Kaou oa o tont en-dro, en eur lipat e vuzellou etre diou c’houitelladenn.

Awechou, chom hep gouzout eun dra hag a vrev dit da nerz-kalon a zo eur boan galet, gwasoc’h eget gwelet anezan dirazout splann, digar ha marvel.

An hini koz her gouie… Uhel e benn, edo o tont en-dro, en eur c’houitellat.

Me hel lavar deoc’h, bez ez eus tud hag o deus gwerzet o ene d’an diaoul. Brasoc’h eo o niver eget na gav d’eoc’h. Anaout a reomp anezo diwar o oberou.

An devez oa bet tomm, start al labour hag ar zec’hed bras.

Pa zeuas an noz, an hini ne horjelle ket war e dreid, a oa krenv war e zargreiz :

« Allo ! paotred, eme Job, eur banne hini krenv abarz tanva tamm ebet… Gwelloc’h e tiskenno ar pred.

— Heman ’zo eun Doue, a zonje an holl. Hag ar chistr war-lerc’h an hini krenv ! »

Ar pred a oa graet war an ton bras. Gaïd a oa fae ganti ober an traou dre hanter. Lorc’h ’oa enni o tiskouez d’an holl e oa keginerez dispar ; hag evel pep maouez karet a rae beza meulet eun tammig :