Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - Lizer an hini maro.djvu/32

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


— Ha pa dorrfe… Tremenet eo ar mare da c’hoapaat.

— O ! n’out ket fuloret, a gredan.

— An henchou kamm a zo henchou laër ; an hent eün a yafe gwelloc’h d’it. Lavar dioustu, hep tro, ar pez emaoun o klask gouzout.

Te a anaveze ar paour marvet en da graou ?

— A raen.

— Hag hen ? anavezout a rae ac’hanoun ?

— Hag a rae.

— Ha me hen anaveze ive ?

— Ya !

— Neuze aman e lari e berr gomzou.

— Ma fell din…

— E ri !…

— Dalc’h sonj, Mordiern, an taoliou teod a droc’h gwasoc’h eget taoliou kontell.

— Ha pa droc’hfes d’in va buhez, e fell d’in gouzout… Netra ne blij muioc’h eged ar wirionez sklear.

— Komz a rin.

— Perak n’ec’h eus ket graet abretoc’h ? Lavar ’ta ! Lavar. Perak ? »

Kaou a dave.

— Laret a ri ? eme Vordiern. Met pe vare ? Lavar dioustu aman !

— Nann ! ’benn arc’hoaz d’an eur-man, aman, e vezo displeget ar wirionez dirazout, ar wirionez penn-da-benn.

— ’Benn arc’hoaz vintin e vezin aman.

— Selaou ! eme an hini koz…

Mousc’hoarzin a reas.

Gouzout a rae an droug edo o vont da ober.

— Selaou !… Bez’ ez eus tud hag a werz o ene d’an diaoul ; (hini Kaou a oa gwerzet pell oa, hervez an dud) gwerza a reont o ene d’an diaoul, evel ma werz ar merc’hed o ene hag o