An devezourien, o zranchou hag o bouc’hilli war o skoaz, a bigne d’al labour, en eur c’houitellad etre o dent pe en eur vouskana, eürus.
Ar vorenn a deuze, sec’het gand an heol.
Gwez pin a darzas eus ar vorenn :
« Ar c’hoad.
— Ar souchou a zo dre renkennadou, eme Job. Grit an tu-man da gentan. En em lakit daou ha daou, pe tri ha tri, evel ma vezo ar gwella. Ma sav sec’hed gand unan bennak, arabad d’ezan kaout mez o tont betek ar c’hav. »
Eur veltad chistr oa laket en disheol :
« Peseurt mestr ! » eme ar vicherourien. Ne vez ket graet eus ar re-ze unan dre gant vloaz. »
An dud en em lakeas daou ha daou pe tri ha tri ; Kaou a oa e-unan. An dud a gar beza pep hini gant tud eus o oad. An hini yaouanka a yeas gand an hini kosa.
Mordiern a dosteas ouz Kaou :
— « Ma karez, emezan, e stagimp gand an hevelep penngoz :
— « Evel ma kari », eme Gaou.
Dek eur.
Ar vorenn a oa savet : ar souchou a zave ive eus an toullou. Mordiern ha Kaou a oa chomet eun tamm war-lerc’h ar re all. Koulskoude ne oa ket brasoc’h na niverusoc’h ar souchou digouezet ganto, ha ne oa ket skornet an douar evito o daou. Dre ma choment da gonta, emichans… Mordiern a lavare :
« Kaou, eun dra bennak a zo da eüna etrezomp.
— Feiz, marteze a-walc’h, a lavare Kaou.
— N’eo ket marteze.
— Gant ma n’eo ket eun dra hag a dorr. An traou-ze ne eünont ket. Her gouzout a rez kouls ha me.