Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - Lizer an hini maro.djvu/30

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

ruilhas war jod ruz Soazig ; eun daerenn kouezet diouz lagad Mordiern.

Hag an heol, en oabl splann divent, a bare war o yaouankiz hag o c’harantez dinamm, hag uheloc’h c’hoaz, Doue, rener ar blanedenn, a zelle outo diouz barr an Nenv.

Da zeiz an difontadeg e Kerloagenn, e ti Job ar Rest, e teuas kement den a oa pedet. Beza oa eno Yann Tarkiz, an Even, Youenn Mordiern, Laou an Torc’h, Noan an Nedeleg, Reun Mazeas, Per ar C’haro ha Kaou, tad koz Soazig, gwechall maout ar maradeg, ha gouest hirio da doulla eun tenn falc’h kerkoulz hag ar reuta.

Kaou ha Mordiern, ouz taol, en em gavas kichen ha kichen, pa oant o staga o gwerenn ouz o fenn.

Kaou a zellas ouz Mordiern gant kas. Daoulagad Mordiern a baras eün ebarz daoulagad Kaou. E valvennou a oa difinv ; difinv ha didruez e zellou. Eur gridienn a hejas d’ezan e izili, ne ouie ket perak. Karet en dije beza pell, pell. — Eur c’has spontus e oa deuet da gemerout ouz Kaou, ha breman e krene gand aon da ober eur gwall daol :

« N’eus forz, emezan, hirio, kousto pe gousto e vezo skleraet an traou ! »

« Pegwir eo evet e vanne gant pep hini, d’ar c’hoad brema », eme Job…

Eur vorenn c’hlaz a leunie ar stankenn, ha ne weled netra ken teo e oa.

« Da droc’ha gand eur gontell » a lavare ar Rest.

Er zav-heol koulskoude e sklerae an oabl. Ar vorenn a danoae hag ar sklerijenn a dreuze anezi.