Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - Lizer an hini maro.djvu/42

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


— O ! Mordiern, n’emaout ket o vont kuit.

— Red eo.

— Ganit ez in. Terri a rez va buhez, met nann va c’harantez. O ! Mordiern, d’it e vezin da viken, ha d’it hepken.

— Soazig, ma c’hellfes gwelet ar glac’har a grign va c’halon.

— N’am c’harez ket !…

— Muioc’h egedoun va-unan.

— Chom neuze !…

— Va enor, va brud a vir ouzin ».

Soazig a gomprenas e oa traou kuzet d’ezi etre an tad koz ha Mordiern, traou a-bouez. Ne c’houlenne ket digant Mordiern o displega d’ezi ; aon he doa da c’houzout. Tevel a reas ; hag evid ar wech kenta en he buhez, ar plac’hig fur ha dinamm a stouas he fenn dindan pouez pounner ar blanedenn. Gouzanv a rae evit torfejou ar re-all. Red eo da wad an oan beza skuilhet evit gwalc’hi pec’hejou hudur ar bed. He daërou oa evit gwalc’hi torfed euzus Kaou, he zad koz.

Mordiern a astennas e zorn da Zoazig. Soazig a stardas dorn Mordiern ; sacha a reas davedi he muia-karet ; lezel a reas he c’horf da goueza etre e ziouvrec’h ; en em starda a rejont an eil ouz egile, en eur gemmeska o daërou.

Kaou a welas an disparti, laouen e galon :

« Ah ! Ah ! emezan, aet eo kuit… kuit da viken. Penaos ?… An neb a zavas e vouc’hal evit va laza, mab d’an hini a blantas eur gontell em jod, a vije deuet em zi, ha da c’houlenn va merc’h vihan evit e bried… Biskoaz kemend all !… Met aet eo kuit… Daërou a zo bet d’an disparti, daërou c’houero… Ar pez a vern eo ez eo echu ar reuz ! »

Dont a reas, en eur lavaret-se, da gostez an