gwrac’hed, a gav din, o doa c’hoant da vond a-du gand an Aotrou Mear, daoust d’ar medisin beza desket bras.
Dre ma komze ar medisin hag an Aotrou Mear, ar c’hloc’her a zeuas gand ar groaz ha daou vachikod. — Er penn-all, gand an hent, e teue daou zen brell.
Ar Beuzeg hag ar Gwillou an hini oa :
« N’ec’h eus ket a zec’hed, Gwillou ?…
— Nann ! evid lared eur gaou muioc’h.
— Eur bannac’hig a gavfe aes a-walc’h an hent da vont d’an traon !
— A gav d’in… met gwelet e vo. Gwelet a rez, Gwillou ?… Va daoulagad a wel trompl… Gwelet a rez ar pez a welan ?…
— Tud zo aze.
— Ya ! Eun dra bennak ’zo.
— Eun den maro ?
— N’eo ket emichans. Doue ra bardono !
— Deomp tre ’ta.
An tad koz oa ’kostez an daol. (Franseza a oa aet er-maez, war dro ar c’horf) :
« Ne vanke mui nemed ar zonerien », emezan. Darbet oe d’ezan beza mouget gand eur c’hoarzadenn griz.
« Tad koz, eme Soazig, eun dra bennak a laki da goueza war an ti. »
Kaou a reas skouarn vouzar.
Met ehana a reas da c’hoarzin pa lavaras Beuzeg d’ezan :
« Dalc’h sonj, Kaou,
An neb a ra goab,
Ouz e r… e stag ».
Evit troï ar gaoz :
« Petra a vo laket d’eoc’h, emezañ ?…
— Lak deomp eur banne dour.
— N’eus ket, eme Soazig, krenn ha kras.
— Feiz ! ma n’eus ket, distaol deomp eur