Pajenn:Riou - Lizer an hini maro.djvu/19

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

nestr ; he sellou a bare difinv war ar voger dirazi : Daërou a lintre dindan he malvennou :

« O ! mamm ! petra a lavaro an dud ?… N’ez eus bet pedenn ebet ; n’eo bet fichet gwele gwenn ebet d’ezan. N’eo ket kempennet e gorf. Ar vez a vezo warnomp. Aon am-eus…

— Peoc’h !… peoc’h, va merc’h. — N’oun ket pinvidik mor, gouzout a rez. Ar geraouez a zo war an dilhad ; ha lakât anezo da vreina ebarz toull ar vered ne dalv ket ar boan. N’ez eus ket bet amzer da gempenn ar c’horf ha ne oa den d’hen ober. Bremaïk ma tremen aze Job an troc’her baro… »

Gwaz ebet ne zeuas. Met aes oa gouzout e oa eno eun nebeudig a wrac’hed dre ma komzent krenv, ar pez ne vez ket graet dirag eun den maro.

Job ne zeuas ket, na gwaz ebet.

Ar medisin a zeuas hag a gemennas kas ar c’horf d’an toull ar c’henta ’r gwella, goude aotreadur an Aotrou Mear. An Aotrou Mear — rak ne c’houzanve ket e vije lavaret mear hepken d’ezan — a zeuas d’e dro. Gwisket en doa evit dont e chupenn sul. Daoust ma ne oa ket nevez-flamm, e oa koulskoude e hini wella. Goude beza komzet gand ar medisin eur pennadig, e kemennas kas ar paour d’an toull :

« Met !… met !… met !… eme ar mear, evel kollet e benn gantan, n’oc’h ket evit kas anezan d’ar vered. N’em eus galloud ebed da roï urz d’eoc’h. Dizonjet em eus lakât va « écharpe tricolore » !

Ha ne vije ket bet savet ar paour a ziwar e deil ma ne vije ket bet ar medisin aze evit lavaret d’ezan :

« Aotrou mear, evid eur zeizenn muioc’h pe nebeutoc’h, ne vez ket direizet ar paour en e vez. »

Ar medisin a vousc’hoarze…

An Aotrou Mear ne rae nemed en em jala. Ar