Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - Lizer an hini maro.djvu/21

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

banne traou all. Forz petra gant ma vezo eur banne bras. — Na bras na bihan, a lavaras Soazig ; ne vezo ket diskarget traou da lonka, keit ma vo eun den maro aze.

— A ! eun den maro a zo !… N’em-boa ket sonjet goulenn ouzoc’h perak oa bodet aze gwrac’hed ar barrez. Nann, n’eo ket dleet eva. »

Kila dirag eur vaouez, senti ouz eur plac’hig vihan ? — Biskoaz kemend-all ! Kaou, nerz ha skanvder e ugent vloaz en e zivesker, a bignas d’ar c’hrignol hep tenna war e alan. Buan oa pignet ; goustadig e tiskennas gand aon da derri eur voutailhad hini krenv kuzet dindan e gazel :

« Tostaït, emezan. Eun deiz evel hirio a zo eur goual evidomp-ni. O tont euz eureud an intanvez emaoc’h ? — Eur bannac’hig ne raio ket a zroug. War-lerc’h ar c’han e vez dalc’hmat diskan. »

Diskarga a reas. Hag eur banne — ha daou — ha tri.

Ehana a reas Kaou da ziskarga, met pa oa diframmet gand Soazig ar voutailh eus a-dre e zaouarn ; ha dre ma oa kaset kuit ar voutailh, ec’h ehanjont da eva, pa oe skarzet o gwerenn.

A-walc’h a oa ganto.

Er-maez ar c’hloc’her a gane gand e vouez raouliet…

Henvel a-walc’h oa e vouez ouz trouz memprou ar c’hirri pa strakont, e skoasellou an hent.

« Selaou ar c’hlemmgan, Gwillou, a lavaras ar Beuzeg. Chenchet eo tu d’an traou abaoe dec’h — kanv war-lerc’h levenez, setu aze lezenn ar bed.

— Ba ! deomp da lakât ar c’hloc’her da ober peoc’h ; deomp da roi d’ar paour kaez eun taol biniou evit netra.

Hag int er-maez.