Klevout a reer embann al ludu e Kerevel ; mouezh an hoper avat, a zo re zister, stanket mar deo gant an douaroù, ha ne glever anezhi nemet, a daolioù, hervez tizh ar barradoù avel. Karout a reer gouzout pegement eo bet prenet ludu ar gêr dostañ, evit lakaat uheloc’hik priz. D’ar sul war-lerc’h, ar c’houer a daol gant trouz pren al ludu e plad an Anaon, rak n’eus ket en holl ilizoù plad sant Yann, hag e sil e skouarn paotr ar plad, goustadik, herrik a-walc’h, evelato, evit bezañ klevet gant meur a hini en-dro dezhañ : kement evit pren al ludu.
Seza a c’houlennas, eta :
— Piv ac’hanomp en deus klevet pe briz eo aet al ludu er Genkiz ?
Den n’en doa klevet. Unan a lavaras :
— Sur eo bet prenet mat.
— O, ya ! eme unan all ; un eizh real bennak, d’an nebeutañ.
— Eizh real al ludu, eme an Ofret kozh.
Channig Vihan, o klevout ar priz, a stouas he fenn. Re uhel e oa ar priz evit dezhi mont dreist pa ne vije nemet gant ur gwenneg zoken. Yann Arc’hant, avat, a glevas gant kas ar c’homzoù-se ; ha komzoù taer an hini all : « Din e vo ! » a rae droug dezhañ en e galon. Sevel a reas, rak ne oa mui evit chom penndaoulinet, gant ar broudoù dindan e zaou c’hlin. Kerzhout a reas pelloc’hik diouzh e wreg, gant aon he dije houmañ graet sin dezhañ da zerc’hel e wenneien evit un tantad all.
Yann, avat, a soñje :
— Evit al ludu mont gant an tad pe gant ar mab, ingal eo.
Hag e lavaras :
— Eizh real hag ur gwenneg.
— Nav real, eme an Ofret kozh.