— Nav real hag ur gwenneg, eme Yann Arc’hant.
— Dek real.
— Ur gwenneg ouzhpenn.
Gwreg Yann Arc’hant a hirvoude en he c’halon, hag an holl a oa souezhet o welout emgann etre an daou zen, ha ken buan en em bismigent, pe gentoc’h, en em dagent, ma n’en doa ket amzer paotr an ivinenn da embann ar prizioù kinniget.
— Ur skoed, a reas an Ofret kozh, feuket an tamm anezhañ. Aet e oa droug en ozhac’h o welout ur mengleuzier o klask c’hoari e berc’henn, ha setu ma lavare en e askre :
— Gant ma ne vo ket da hennezh !
Kement ma anzavas herr e vall :
— Din e vo al ludu.
Krediñ a rae dezhañ e vije bet ur skoed ur priz n’en dije ket kredet — pe dizereat ha mezhus e vije bet ! — ar mengleuzier paour teurel dreist dezhañ. Hogen, Yann Arc’hant, daoust d’e wreg toc’hellat kement ha ma c’helle evit ober dezhañ da gompren, ne oa ket krennet dezhañ e c’hoant, hag edo o vont da lakaat dreist ar skoed, pa daolas ar mab war an tad. Lan Ofret a lavaras :
— Dek lur !
Dek lur ! biskoazh, abaoe ma oa tantadoù er barrez ha sent er baradoz, ne oa bet lakaet seurt priz e ludu an tantadoù. Dek lur ! Yann Arc’hant oa krennet dezhañ e c’hoant. Dek lur ! Mezhus e oa lakaat kement-se e ludu sant Yann, hag ouzhpenn ur pec’hed a vrasoni.
Ar paotrig, war lein e wezenn, a embanne ken herr, ma oa raouliet e vouezh gant aer an noz.
— Dek lur ludu tantad sant Yann. Ur wech, div wech…