Kerunkun : — Dek gwenneg ludu tantad sant Yann ; ur wech, div wech…
— Ur gwenneg ouzhpenn.
— Daou real hag ur gwenneg ludu tantad sant Yann.
— Pevar real !… a daolas Yann Arc’hant, rok e vouezh. E wreg a sellas outañ, droug enni. N’oa ket dereat d’ur mengleuzier paour mont da deurel dreist e briz, dreist-holl pa oa er gêr un torrad bugale da vagañ. Gant anken, e selaoue ar vouezh oc’h embann war lein an ivinenn :
— Pevar real ludu tantad sant Yann ! Ur wech, div wech, div wech hanter !…
Yann Arc’hant, avat, a soñje :
— Gant ma ne vo ket al ludu da Lan Ofret !
D’an trede gwech e tlee chom al ludu gant ar mengleuzier.
— Pevar real hag ur gwenneg, a lavaras ur vouezh, war he fouez.
Gwreg ar mengleuzier a voe disammet he c’halon.
Channig Vihan an hini he doa taolet ur gwenneg ouzhpenn. Lakaet he doa en he soñj, ar bloavezh-se, kaout ludu an tantad da ledañ war ur park, ne ziwane ennañ, kaer he doa treiñ an douar gant ar bal, ha kempenn, nemet loustoni.
Setu ma taole ur gwenneg war briz unan all, spi enni e vije lezet al ludu ganti, a-benn ar fin. Dre wenneg e save he friz, rak ne oa ket gwall-binvidik, pa ne oa he danvez nemet ar park ne ziwane ennañ nemet alc’houenan, geot mellok ha moc’hajoù all. Da reiñ talvoudegezh d’he douar, he doa c’hoant eta kaout, ar bloaz-mañ, ludu an tantad, rak chañs e tegas d’an neb e bren, hag an douaroù luduet gantañ a zeu, evit dezho bezañ gouez a-raok, da vezañ kempenn ha strujus.