Pajenn:Riou - Lan embanner al ludu.djvu/6

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

dro, daoulagad targazh dezhañ, a oa pignet ker buan hag ur c’hazh betek lein an ivinenn. Un ali en doa bet digant e vamm : pignat en noz, er gwez, dreist-holl er gwez ivin, gant o delioù stank ha teñval, a zo gwall-zañjerus :

— Taolit evezh gant aon da gouezhañ.

Ul lamm a reas kalon ar vaouez, pa glevas he faotrig, a-boan aet diouzh he c’hichen, o hopal diouzh lein ar wezenn, hag o c’houlenn :

— Pet gwenneg e vo ?

Un enor eo evit an neb a embann da gentañ e briz el ludu. Ar peurliesañ an enor-se a vez hervez an danvez. Perc’henn, ozhac’h pinvidik, e Kerunkun, an enor a veze dalc’hmat d’an Ofret kozh. Souezhet eta e chomas an dud, pa lavaras Yann Arc’hant :

— Lakaomp anezhañ pemp gwenneg.

— Pemp gwenneg ludu tantad sant Yann, a hopas, a bouez penn, ar paotrig diwar lein e wezenn ; pemp gwenneg emañ.

Da biv da deurel bremañ war ar priz ? An Ofret kozh a chome prennet e c’henou, evel mouzhet, hag ar pennoù-tiegezh a gave gwall-ger kas en tu all d’ur real. Boaz e veze da lakaat al ludu ur gwenneg, ha, goude, daou, tri… Petra ’ c’hoarveze gant Yann Arc’hant, ken paour hag ar re all, mont da stourm outo gant ur real kentañ ?

Er c’hêriadennoù tostañ, Penn-’n-Aod, Penn-ar-Wern, war an dorgenn, hag er stankenn, en tu all d’ar stêr, e save hopadennoù en noz, oc’h embann ivez o ludu. Hini Penn-an-Aod n’oa ket uhel briz : eizh gwenneg. Ludu Penn-ar-Wern a savas e briz gwenneg ha gwenneg, betek pevar real ha daou. Evit ar Genkiz, ne voe ket gallet gouzout, rak an embanner a echue eeun-hag-eeun pa hope paotrig