Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - Lan embanner al ludu.djvu/14

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

soñjal en doa taolet dek lur e plad an Anaon, e kleve en e askre rebechoù :

— Al ludu n’eo ket dit ! Ne oa ket dit evit ur gwennegad !…

Ludu laeret ne dalvezo ket dezhañ sur a-walc’h, evel ma lavare Channig Vihan…

Ma ne vije ket bet strewet war e bark, en dije douget anezhañ en-dro e-kreiz al leur, ha d’an neb a garfe da zont d’e gerc’hat. Ha Lan a sante morc’hed en e goustiañs ken gwazh hag ar c’hwitozennoù en e dreid, a lakae anezhañ da vont a-dreuz gant e hent, evel un den mezv.


An deiz war-lerc’h, ne voe ket Lan evit bale ; neuze e kredas ar pezh he doa lavaret dezhañ Channig Vihan p’edo o tont eus ludua e bark :

— Bountet oc’h bet e-barzh an tan gant an diaoul a-berzh sant Yann.

Kloc’horennoù leun a zour .. .. .. .. .. .. .. .. .. .. .. .. .. .. .. .. .. .. .. .. .. .. .. ..

Ar pennhêr… a bedas sant Yann, hag a reas ul le. Nebeut goude e oa pare.

Krediñ a rae dezhañ e oa bet pardonet. Hogen, ur wech, en ur ober un droiad en e barkeier, ez eas da welout al louzeier en doa hadet en dachenn luduet. Ne oa diwanet louzaouenn ebet, hag, a dakadoù, e oa devet an douar. Devet evel ma oa bet devet e zaou droad. E takadoù all, e oa diwanet stank alc’houenan hag askol.

Gwall-nec’het e chomas ar pennhêr pinvidik dirak e bark milliget.

Pa oa bet devet e dreid en doa graet ul le, ha nebeut goude e voe pare. Setu ma reas ul le all da