all en dije talvezet ; ma vez prenet gant arc’hant ludu un tantad, ar grasoù a vez da heul ne vezont ket, avat.
— An holl luduoù a zo temzoù eus ar re wellañ, hag an hevelep grasoù a vez atav d’o heul, a farsellas Alan.
— A ! N’eo ket gwir, eme Channig, prim ha dillo. Dreist kement ludu emañ hini an tantad. Mirout a ra ouzh ar grizilh, ouzh ar rev gwenn, ouzh ar skorn, pa vez bet prenet gant ur c’hristen mat.
Lan a zirollas da c’hoarzhin.
— Ar wirionez a zo ganin, emezi ; hag ho ludu, ma n’eo ket bet prenet a galon vat, a vo devet gantañ ho park, evel ma eo bet devet ho troad gant tan an tantad.
Ehan a reas ar pennhêr da c’hoarzhin. Droug a c’houzañve en e dreid entanet, hogen ne gare ket soñjal penaos e oa c’hoarvezet. Channig a gendalc’he :
— Bremañ oc’h kamm, devet ho taou droad. C’hwi ’lavar oc’h chomet berr, aet ho treid a-dreuz, pa lammec’h dreist an tantad, ha me ’lavar deoc’h oc’h bet bountet e-kreiz an tan gant nerzh an diaoul a-berzh sant Yann.
Ha Chann, fuloret, kuit gant he hent.
Lan Ofret a bignas war-du e di, goustad, rak abaoe m’en doa klevet Channig, e votoù a rae muioc’h a zroug dezhañ. Entanet e oa e dreid, ha santout a rae edont war-nes kloc’horenniñ, hag e soñje :
— Bountet en tan gant an diaoul a-berzh ar sant !…
Hag eñ en doa prenet ul ludu ha ne oa ket dezhañ, pa n’en doa ket degaset ur vleñchenn d’an tantad… Prenañ al ludu a oa bet laerezh, ha kaer en doa