Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - Gouel ar sakramant.djvu/6

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

steredenn c’hlas-wenn, ha merc’hedigoù, gant brulu hag elestr, a ballenne an hent.

Ar c’hleier a sonas. Echu e oa ar vleuniadeg.

— Biskoazh n’eo bet ker fichet ar groaz, eme unan eus dimezelled pinvidik Landremel.


Merc’hed a lavaras, goude gouel ar Sakramant, en doa Herve Bogion taolet ur sell ouzh Mari Vazele, p’edont o tostaat ouzh an aspled evit mont da zegemer ar Werc’hez ha banniel bras sant Tei a dre daouarn ar c’hloc’her. Nemet n’eo ket bet gouezet hag e lavaras ur gerig dezhi, na merzet he doa stouet he daoulagad d’an douar.


Ar c’hleier, kaset taer en-dro gant paotred an tenn, a strew war ar barrez o galvadennoù drantañ. Nijal a ra o mouezh d’ar menez, a-dreuz rozioù ha gwarimier, diskenn a ra d’an draonienn dre girnier gwaskedet, heuliañ ’ra an hent bras, er c’hroazhent e kildro, hag e trid er gwezigoù ha war iliav an targosioù, hag en em sil er mengleuzioù, el liorzhoù, e leurioù tommheoliet ar c’hêriadennoù, ken habask d’ar sulvezhioù d’abardaez. Ar c’hleier a voud er foenneier touz, hag e kanont a-gor gant ar stivelloù ha gant skluz an Avon, evit distreiñ hag adpignat gant an avel d’an torgennoù, a-dreuz ar balanegoù ha dreist ar c’hleuzioù, kribennet a raden yaouank, evit mervel e menez Krulo, war gorre ar segal glas.

War blasenn Landremel e skedas ur barr-heol. Al lid-ambroug a oa deut er-maez. Ar bannieloù, seiz an tavañjerioù, voulouz ar c’horfennoù, ar c’hoefoù gwenn-kann, pluñv an del, ar Sakramant a daolas o lufr. Merc’hed ha gwazed a gane :