Mouezh ar varchigoded a skiltre dreist an holl mouezhioù. An aotrou kure a roe an ton ; e zivrec’h, savet d’an nec’h, a heje milginoù ledan e sourpiliz gwenn, evel eskell digoret.
Evel ar varchigoded, ar c’hleier ne oa ket berr o anal. O bazoulennoù a skoe ouzh an arem gant imor ha levenez. Er c’hirnier, mammoù o vont d’ar groaz, ur bugel war o brec’h, hag ur paotrig tri bloaz, o sunañ e viz meud, krog ouzh o zavañjer, a gerzhas buanoc’h.
— Dalc’h ’ta ! eme Jakez ar Runigoù, en ur sachañ war gordenn ar c’hloc’h bras. Ur c’hwezenn gaer da baotred ar c’hleier. Paotred ar c’hloc’h bras a gane :
— Binbaon d’al laez !
Paotred ar c’hloc’h bihan a ziskane :
— Binbaon d’an traoñ !
Hag holl :
— Sa…a…ach… ’ta !
Brall d’ar c’hleier ! Ar sonerien hiziv a ranko mont mezv d’ar gêr.
— Brall dezho ! Oc’ho !
Biskoazh n’en doa krozet kement tour nevez Landremel, ha biskoazh n’en doa gwelet en e solier kement a yaouankizoù bagol.
Lorañsig, niz da Jakez ar Runigoù, a rae ivez « binbaon ! oc’ho ! » en ur bignat d’an tour. En em laeret en doa diouzh al lid-ambroug o vont dre an nor dal, hep gouzout dare d’an aotrou kure. Astenn a reas e fri dre an nor damzigor, hag e sellas gant daoulagad bev.
— Amañ ! Lorañsig.