Pajenn:Riou - Gouel ar sakramant.djvu/5

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


E Landremel, e-tal an ostalirioù, ar wazed a vutune hag a zivize diwar-benn an amzer hag an ed.

— A ! salud, Herve, deut oc’h ! eme Jakez, mevel bras ar Runigoù.

— Ya ; pelloc’h e vo an taol diwezhañ…

Mouezh ar c’hleier a yeas war e gomzoù.

Dre ma tostaent ouzh an iliz, Jakez a lavare da Herve :

— Klevit !… deut oc’h da zen en-dro… N’oc’h eus ket soñj ?… P’hor boa gonezet ar banniel diwar re Bleiben, da zeiz an tenn ? Tud reut e oamp. Bremañ, pa oc’h pare, paotred an tenn o deus plijadur. Hag ez omp en em glevet. Ar c’hleier, d’ar brosesion, a vo brallet gant paotred ar c’hlaz. Ne bigno den all en tour. Hiziv a vo devezh bras.

Herve a vousc’hoarzhas.

— Mat, emezañ, en em gavit holl, goude ar gousperoù, en ostaliri ar Saliou. Hiziv ar sonerien a ranko distreiñ mezv d’ar gêr… Ha brall d’ar c’hleier, ken na vrallo an tour !

Hag e tennas e dog war dreuzoù an iliz.


Anna Bogion a gare he breur gant karantez ur vamm. Evit ober plijadur dezhañ he doa kutuilhet bokedoù bravañ al liorzh da vleuniañ ar groaz hag aoter ar c’hroazhent. Karantez evit he breur savet a varv da vev. Karantez he ugent vloaz.

Ar baotred o doa plantet, neizheur, saprennoù yaouank en-dro d’ar groaz. Matezh an aotrou person, skoazellet gant dimezelled pinvidik ar vorc’h, a wiske korf ar groaz a giñvi, hag a spilhenne enni bleunioù roz, ker ruz ha gwad ar Salver. Stummet o doa war al leurenn, gant geotoù ar Werc’hez, ur