Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - Gouel ar sakramant.djvu/4

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

— Emaoc’h o vont, Mari ?

— Ya ; amañ eo aet an dud ?

— Mamm a zo aet, hag Herve a zo oc’h en em wiskañ. Poent eo hastout ; pelloc’h e vo ar son diwezhañ.

— Goloiñ a ra an oabl…

— Gant ma ne ray ket glav ?

— Glav ne vo ket gant an avel a c’hwezh war ar menez.

Herve, dre brenestr e gambr, a daolas ur sell er porzh. A-benn neuze avat, Mari Vazele a oa aet e-biou.

Ur vargedenn a guzhas an heol, hag a bourmenas he skeud, goustad, war borzh Pennavern. Ar yar gozh, gant he labousedigoù, a ziskrape e poultrenn ar skiber ; ar polezi, kludet war rod an drailherez-lann ha war dalioù an tumporelloù, o doa souchet o fenn dindan o eskell, hag, arneuet o gwad, a vorede, o c’hortoz ar glav.

Herve a stardas e c’houriz glas en-dro d’ e zargreiz, hag a wiskas e chupenn zu neudennet. He c’hoar a zegasas dezhañ e dog nevez, a roas tro d’ar vlevenn hag e tispilhennas ar voulouzenn uhel, stardet a-dreñv gant ur bloug aour.

— Kaer e viot, emezi.

Ya, edo adarre deut da waz. Mezheven en doa degaset dezhañ an nerzh diframmet digantañ e mezheven warlene. Par-eeun en em gave d’ar barrekañ Lotead.

…Ne welas ket Mari Vazele o vont gant an hent, dirazañ. Mari, aon ganti emichañs degouezhout diwezhat er gousperoù, he doa astennet he c’hammedoù.