Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - Gouel ar sakramant.djvu/3

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

Anvet eo bet, en oferenn-bred, da zougen banniel bras sant Tei, ha plijadur a ra dezhañ soñjal eo bet lakaet Mari Vazele da zougen ar Werc’hez. Diwar o fenn, o deus merc’hed Landremel kavet da abegiñ. Hervezo evelato, e kendereont o-daou, an eil ouzh egile.

Ur vaouez gozh avat, a gav sklaer ha gwall-gizidik daoulagad Herve Bogion.

Herve, stouet a-us d’an nev, a daole dour dreist e choug.

…Keit ha ma oa chomet war e wele, klañv ha klañvidik, e-oa bet Mari aketus da zont da gerc’hat eus e geloù. Alies e teue d’an abardaez, hag e sikoure Anna Bogion da wriat pe da feriñ ar c’hoefoù, digarez da chom pelloc’h. Ur wech zoken, e oa bet en ti ur penn-devezh leun, hag he doa skoazellet da vugadiñ. Pa gemere he stamm, e veze azezet war ar skaoñ, hag ouzh e wele. Flour ha sioul e oa he mouezh pa c’houlenne digantañ pe naon pe sec’hed en doa, ha petra a c’hoantae, evel ma vije bet e c’hoar.

… Hag Herve a skuilhe dour war e benn, a vozadoù.

— ’M eus aon e plij deoc’h an dour, eme Anna, diwar dreuzoù an ti.

— Vad a ra ! emezañ.

Hag e kemeras an toailhon a-dre daouarn e c’hoar, en ur strilhañ e bennad blev.

Edo e vamm o vont d’ar vorc’h.

— Sec’hit mat ho plev, Herve. Blev gleb n’int ket yac’hus.

— Ba ! eme Herve en ur c’hoarzhin. Hag ez eas d’en em wiskañ.

Kreskiñ a reas lammoù e galon yaouankaet ; klevet en doa e c’hoar, er porzh, o lavarout :