Ar sonerien a zeuas d’an ostaliri.
— Hiziv, eme Ber Saliou, an ostiz, ez eus bet ton bras gant ar c’hleier.
— N’oc’h ket aet bouzar, Per ?
— Feiz ! bet darbet din.
— Ha bet darbet d’ar c’hloc’h bras kouezhañ en traoñ a dammoù !
— A ’ta ! paotred, petra ’vo evet ?
— Gortozomp, eme Tin Ar Gouerou. N’eo ket degouezhet Herve.
— Herve ne zeuio ket, eme Ber Saliou. Tremenet eo dre an ti, ha lavaret en deus din diskargañ deoc’h, diouzh ho c’hoant. Aet eo d’ar gêr, war-eeun.
Tin Ar Gouerou a hejas e benn.
— D’ ar gêr ! Gwir, n’en em gav ket c’hoazh gwall yac’h. Er groaz, bremaik…
Mari Bogion a zeuas en ti da brenañ holen. Ne reas nemet mont ha mont.
— …Ar reutañ den a oa e Pleiben, da zeiz an tenn, a lavaras Tin.
— Ba ! evelse emañ ar bed, eme Jakez ar Runigoù. Un den o sevel diwar gleñved n’en do morse nerzh un den yac’h. Evomp atav, ha yec’hed dezhañ !
— Petra a gemero pep hini ? a c’houlennas an ostiz.
— Ar gwellañ eo lakaat dimp eizh gwerenn hag un hanter boutailhad rom.
— Nann, dek kwerenn, Per ; unan evidoc’h hag unan all evit Lorañsig. Gounezet en deus ul lipadenn. Bremaik, en ur glask pignat d’ar c’hleier, ez eo kouezhet war e reor, ken en deus graet bek en ur gouezhañ.
Lorañsig a c’hoarzhas dre zindan.