Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - Gouel ar sakramant.djvu/11

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


Pa voe echu ar gousperoù, matezh an aotrou person ha dimezelled pinvidik Landremel, deut da zivleuniañ ar groaz, a lodas ar bokedoù etre ar vugaligoù. Tiez, war ar maez, ne vezont bleuniet nemet ur wech ar bloaz da heul gouel ar Sakramant, hag e vez ar bleunioù miret betek gweñviñ, ha klozet delioù roz etre pajennoù al levrioù oferenn. Bleunioù ar groaz o deus ur frond santel dreist da frond an holl vleunioù all.

Herve a zistroe d’ ar gêr. Ur pennad dirazañ ez ae Mari Vazele gant ur vignonez ha gant Ronan Kerhoaz. Anna he doa lavaret da Herve chom d’he gortoz ; respontet en doa e kave gwelloc’h mont d’ar gêr, diouzhtu. Ken dezhañ bezañ sentet ouzh e c’hoar !

A-raok kuitaat Landremel en doa tremenet dre ostaliri ar Saliou, hag en doa gourc’hemennet da Ber reiñ d’ar sonerien ar pep gwellañ a oa en e gav, ha kement ha ma karent.

Er c’hroazhent, paotredigoù a en em dage a-zivout ar bokedoù taolet dezho diwar an aoter gant an dimezelled.

— Me ! me ! ur boked din !

— O roit unan din ivez !

— Amañ !

— Piv n’ en deus ket bet ? a c’houlennas, en ur c’hoarzhin, unan eus an dimezelled.

An holl vugaligoù a hopas :

— Me !

— Maivon, en tu-mañ n’eus ket bet stlapet !

Maivon a vannas bokedoù diouzh o zu.

En ur dremen, Renan Kerhoaz a bakas ur rozenn hag he c’hinnigas da Vari Vazele.