P’en devoe ar beleg graet sin ar groaz a-us d’an dud penndaoulinet war an hent, e loc’has adarre al lid-ambroug war-du Landremel. Ar merc’hed, bodet a-dreñv ar wazed, a gilas d’al lezoù evit reiñ frankiz, o c’hortoz o zro. Ar groaz Wenn a dremenas, ha goude ar groaz aour, banniel ar Galon Sakr, banniel an Itron-Varia, banniel bras sant Tei, ar Werc’hez, Santez Anna, ar Sakramant, meulet ra vezo, ar barrezianiz.
Renan Kerhoaz a zouge banniel sant Tei.
An avel a grogas adarre da c’hoari e benn fall dreist ar c’hleuzioù izel ha dizolo. An aotrou person avat, a gerzhe dianken.
— Herve, eme Renan, arabat mont ken buan.
Herve a glaskas ingalañ e gammedoù ha kerzhout gorrekoc’h, hag e oa atav e gerzhed dizingal. Mall en doa tremen e-biou d’ar merc’hed ha bezañ erru en iliz. Glas e oa e liv. En aner e klaske gwiskañ un dremm dizeblant ; edo krizet ha roufennet e dal. Ne sellas nag a-zehou nag a-gleiz, e-doug ma tremene e-biou d’ar barrezianiz. N’ouie ket petra ober gant e zaouarn, ha keuz en doa da vezañ lezet e dog en iliz. Hep gouzout dare dezhañ e valee adarre buanoc’h.
En tour ar sonerien a gane :
— Sa…a…ach… ’ta ! O…c’ho !
— Binbaon d’an traoñ !
— Binbaon d’an laez !
— Oc’ho !
Lorañsig, puchet ouzh aspled ar solier, a selle ouzh ar brosesion o tremen dre an nor dal, hag a doc’helle en-dra ma c’helle, evit bezañ gwelet gant paotred ar skol.