Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - Gouel ar sakramant.djvu/9

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

izili, ha treiñ ar banniel war e gant evit mont a-skoaz gant an avel.

An aotrou person a selle gant nec’h ouzh sant Tei hag ouzh an oabl, hep un eil tro. N’oa ket avat, gant aon ouzh ar glav ; keuz ennañ da vezañ anvet Herve da zougen ar banniel ne lavaran ket. Anna Bogion he doa anken ivez, ha bep barr-avel a skoe war he c’halon.

— Gwall avel ez eus, eme Renan Kerhoaz, evit divankañ e gomzoù kentañ.

— E c’hell c’hwezhañ, a respontas Herve, gant ur genou prennet.

Ha banniel bras sant Tei a yae gant an hent, sonnoc’h eget an holl vannieloù all. A-dreñv, Mari Vazele, o tougen ar Werc’hez, a oa he daoulagad o parañ warnañ.

Al lid-ambroug a dostae goustad.

Ave, maris Stella…

Andorennet e oa bremañ an hent ouzh ar c’haouadoù avel gant ar c’hleuzioù uhel hag ar c’hreskoù derv nevez. Herve a oa mall gantañ degouezhout ha harpañ fust ar banniel ouzh mein an hent. Ar mammoù, war o daoulin dirak ar groaz, a ziskabellas o bugaligoù.

— Peoc’h ! bugale. An Aotrou Doue !

Neuze avel ar menez, war e api er parkeier, a lammas er c’hroaz-hent, a hejas an tavañjeroù seiz, a skoas ouzh ar brozhioù ponner, a ziframmas ar bannieligoù koton gwenn a dre daouarn merc’hedigoù ar skol, a vrallas an del, a sarac’has er gwez, a razailhas, fuloret, a ankelc’hias ar bannieloù ha, p’edo ar Sakramant, meulet ra vezo, o tegouezhout er groaz, a stlapas d’an traoñ, war vein an hent, banniel bras sant Tei.