Pajenn:Riou - Gorsedd-digor.djvu/61

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 61 —

miraken… ravezo… ra… ravi… milvi… mil… milra… da… ra…, râ… râââ… râââââââââââ.

Kor ar Raned, evel eun hekleo.

Râââââââââââ.

An Drouiz Meur

Maro mat eo.

Ha breman… (d’an Drouiz-Kuzulier) : Taolit eur zell war an hent. (An Drouiz a sell). Ha gwelout a rit an hanter-all o tont ?

An Drouiz-Kuzulier

An hent a zo dezert, Drouiz Meur !

An Drouiz Meur

Breman, evit derc’hel sonj eus an deis memorabl-man, emaomp o vont da sakri eur barz nevez, ha, goude koan, war ar belouzenn, e vezo great eur jabadao.

Diskibl nevez, c’houi pehini en deus goulennet an enor da wiska sae glas ar barz, glas e-giz ar mor doun, glas e-giz an oabl, glas e-giz mibien ho taoulagad, pignit war an dolmen sakr evit ma ziskenno warnoc’h sperejou hor c’hentadou. Didostait, diskibl Marzin, ma vefoc’h unan eus ar re a zalc’ho ar brezoneg en e zav, ker start hag an derwenn war ar roc’h, e bro goz ma zadou.

Eun den koz, levitenn ha tog melon, a bign war an daol-vaen.