Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 60 —
An Drouiz Meur
Setu aman breman an ordre du jour :
- Dirak Keltia,
- Dirak ar Bed-holl,
- Dirak ar re Veo hag ar re Varo ;
- En hano Arzur,
- En hano Marzin,
- En hano Matilin an Dall,
GWALARN A ZO KONDAONET D’AR MARO
Livirit holl ganin : Maro da WALARN !…
Holl
Maro da WALARN !
Ar Barz-Diouganer
Kondaonet dre gontumas.
Eur Barz all
Ya ! den n’eus kredet dont d’en em zifenn dirak ar Gorsedd.
An Drouiz Meur
Ha youc’hit holl ganin : Ra vezo milliget da virviken !
Holl
Ra vezo milliget… da…, ra… virvi… vezo… milra…