Pajenn:Riou - Gorsedd-digor.djvu/59

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 59 —
An Difazier, d’ar barz-korner.

Krenvoc’hik eget evit Bro-Geumri, hag un peu à gauche. (Eun taol kreñv).

An Drouiz Meur

Ra glevo Enez Mon !

Ar barz-korner o vont da seni.

An Difazier

Ne dalvez ket ar boan son. Enez Mon a zo war hent Bro-Skos.

An Drouiz Meur

Ra glevo Bro-Skos !

An Difazier

Sonit herr an taol-man. (Ar barz-korner a son). Plus fort… beaucoup plus fort ! l’Écosse est loin d’ici !…

An Drouiz Meur

Ra glevo Bretoned ar bed-holl ! (Ar barz-korner o vont da seni).

An Difazier

C’est pas la peine ! le monde est trop loin de nous.